Lizherenneg etrebroadel AFNA
Lizherenneg etrebroadel AFNA (Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel) a reer eus al lizherenneg etrebroadel a zo bet termenet gant Aozadur Etrebroadel an Nijerezh Foran (AENF ; International Civil Aviation Organization/ICAO e saozneg) dindan an anv (International) Radiotelephony Spelling Alphabet (IRSA), "Lizherenneg-Digejañ Etrebroadel ar Skinbellgomzerezh (LDES)" e 1955, hag a voe degemeret gant an International Telecommunication Union (ITU) e 1959.
Savet eo bet al lizherenneg etrebroadel-se diwar an hini a veze implijet gant arme ar Stadoù-Unanet ; nebeut-ha-nebeut en deus kemeret lec'h lizherennegoù ar broioù all, betek bezañ degemeret gant AFNA, alese e anv.
Implijet e vez gant an AENF hag an AFNA evel-just, koulz ha gant kement aozadur hag a ra gant ar skinbellgomzerezh : arme Frañs, ar Groaz-Ruz etrebroadel, Kevread broadel ar gwarez foran, Poellgor sikourerien c'hall ar groaz wenn, ar bomperien, ar polis, ar surentez keodedel, ar radioamatourien hag all.
Al lizherenneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An distagadur etrebroadel hag erbedet eo an hini a zo en daolenn ; n'eo ket distagadur ar ger e yezh pe yezh.
|
|
|
- El lizherenneg ofisiel ez eus daou c'her hag a vez skrivet en un doare disheñvel diouzh an doare saoznek reizh : Alfa e-lec'h Alpha, peogwir ez eus yezherien ha ne ouzont ket e talvez ph kement hag f er yezhoù europat ; Juliett e-lec'h Juliet evit ma ne c'hellfe ket ar c'hallegerien e zistagañ hep an t pe evel juillet.
- Daou zoare da zistagañ C-charlie zo, peogwir ez eus yezherien hag a ziforc'h etre ch ("tcharlie") ha sh ("charlie").
- Daou zoare da zistagañ U-uniform zo : "youniform" evit ar yezhoù kar d'ar saozneg, hag "ouniform" evit ar yezhoù kar d'al latin.
- Ar sifr 3 three ([θri:]) a vez distaget tree ([tri:], "gwezenn'") abalamour ma ne c'hall ket an holl yezherien distagañ ar ruzenn dent divouezh saoznek th.
- Ar sifr 4 four (['fɔ:ʳ]) a vez distaget fow-er evit mirout a zroukveskañ gant an araogenn saoznek for "evit" ha gant ar stagell for hag a verk an abeg.
- Ar sifr 5 five [ˈfaɪv] a vez distaget fife evit mirout a zroukveskañ gant ar ger saoznek fire, "tan".
- Ar sifr 9, nine, a vez distaget niner evit mirout a zroukveskañ gant ar ger alamanek nein, a vez distaget evel an 9 saoznek.
- An niver (1)000, thousand [ˈtaʊˈzænd], a vez distaget tousand en abeg d'an th saoznek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ar Brezel-bed kentañ (1914-1918) e voe aozet lizherennegoù-digejañ evit gwellaat ar pellgehentiñ dre bellgomz ha skingomz a-bell. An doare A-Amsterdam, B-Baltimore, diwar ar gerioù evit A ha B, a voe degemeret gant an International Commission for Air Navigation (ICAN, a droas da AENF e 1945).
E 1927 e voe savet gant ar CCIR (Comité Consultatif International pour la Radio, a droas d'an ITU e 1934) ar c'hentañ lizherenneg etrebroadel nann-milourel. Peogwir e oa savet kudennoù gant lod yezhoù e voe degaset kemmadennoù e 1932, ha degemeret e voe al lizherenneg gant an ICAN ; betek 1965 e voe implijet an doare kemmet-se gant an International Maritime Organization (IMO), ur skourr eus Aozadur ar Broadoù Unanet hag a ra war-dro reoliañ ar merdeiñ.
A-hed an Eil Brezel-bed (1939-1945), meur a vro a implijas he lizherenneg dezhi evit digejañ gerioù. E 1941 en SUA e voe lakaet e pleustr ul lizherenneg a vefe boutin d'an armeoù stadunanat : an Able Baker ; unan damheñvel a voe implijet diouzhtu gant ar Royal Air Force, ha lod skourroù all eus an arme vreizhveuriat a zegemeras hini ar Royal Navy (hiziv c'hoazh, tud nannsoudard er Rouantelezh-Unanet a ra c'hoazh gant Freddie evit F ha Sugar evit S).
E 1943, sturvodoù an armeoù stadunanat, breizveuriat hag aostralian a gemmas lizherenneg SUA evit gwellat ar c'henlabour.
Goude echuet ar brezel, pa veze kalz tud eus ar Gevredidi o kenlabourat dre ar bed e voe lakaet an Able Baker da ofisiel en nijerezh, e 1946. Peogwir e oa meur a zistagadur e doare saozneg Breiz-Veur e voe degemeret ul lizherenneg-digejañ Ana Brazil en Amerika Latin. Ne badas ket pell avat : e 1947, an International Air Transport Association (IATA) a ginnigas da AENF ul lizherenneg hag a c'hellfe bezañ distaget ha komprenet e galleg, e portugaleg, e saozneg hag e spagnoleg. Da heul ar c'hinnig-se, AENF a genlabouras gant ar yezhoniour gall-ha-kanadian Jean-Paul Vinay (1910-1999) eus Skol-veur Montréal evit termeniñ ul lizherenneg-digejañ nevez[1],[2] hervez an dezverkoù-mañ :
- gerioù implijet e galleg, saozneg ha spagnoleg ;
- gerioù aes da anavezout ha da zistagañ e metoù al levierien nijerezioù en holl vroioù ;
- gerioù aes da dreuzkas ha da lenn dre skinbellgomzerezh ;
- gerioù hag a vez skrivet damheñvel e galleg, saozneg ha spagnoleg, ar bennlizherenn heñvel en teir yezh ;
- gerioù na c'heller ket enebiñ outo evit abeg pe abeg[3].
Goude meur a gemmadenn, kenasantet gant AENF ha J.-P. Vinay, e voe echuet al lizherenneg-digejañ d'ar 1añ a viz Du 1951 ha lakaet e pleustr adalek ar 1añ a viz Ebrel 1952 en nijerezh foran — arme ebet neblec'h ne reas ganti avat.
Dizale e voe kavet kudennoù all el lizherenneg, evel droukveskañ Nectar ha Victor pa vez fall ar skinbellgomzerezh, ken e tistroas lod levierien d'an Able Baker. E 1952 bepred, AENF a labouras en-dro war al lizherenneg en ur studiañ an implij anezhi e metoù levierien eus 31 vro ; ar si pennañ a voe kavet eo ne veze ket degaset fazioù gant ar skinbellgomzerezh, na rae nemet gwashaat ar fazioù a oa dija en dibab gerioù[3]. Ul lizherenneg-digejañ nevez a voe embannet gant AENF d'ar 1añ a viz Genver 1956 ; degemeret e voe gant milourien AFNA d'ar 1añ a viz Meurzh goude bezañ kemmet reizhskrivadur un nebeud gerioù (C, M, N, U hag X) diwar c'houlenn an US Air Force. E 1959 e voe degemeret gant an ITU ivez ; peogwir e ver an ITU ar skinbellgomzerezh etrebroadel en e bezh e voe lakaet al lizherenneg e pleustr gant hogozik an holl implijerien, ha pa vent soudarded, nannsoudarded pe amatourien. E 1965 e voe degemeret gant an IMO ivez.
Kemmadennoù a voe er sifroù : 1947, an ITU a zegemeras un doare nevez da envel ar sifroù e-lec'h hini an Ana Brazil : ur meskaj etre ar sifroù a orin latin hag ar re saoznek.
- 0 = Nadazero diwar (es)/(pt) nada + (en) zero
- 1 = Unaone diwar (la) ūna + (en) one
- 2 = Bissotwo diwar (la) bis + (en) two
- 3 = Terrathree diwar (it) terzo + (en) three (distaget evel tree)
- 4 = Kartefour diwar (fr) quart + (en) four (distaget fow-er)
- 5 = Pantafive diwar (fr) penta- + (en) five (istaget fife)
- 6 = Soixsix diwar (fr) soix- + (en) six
- 7 = Setteseven diwar (it) sette + (en) seven
- 8 = Oktoeight diwar (la) octō + (en) eight
- 9 = Novenine diwar (it) nove + (en) nine (distaget niner)
Kemmadennoù lec'hel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E metoù an nijerezh e vez erlec'hiet data, dixie pe david ouzh D-delta e lod aerborzhioù, evit mirout a zroukveskañ gant anv ar gompagnunezh Delta Airlines.
- A-wechoù e vez erlerc'hiet unit ouzh 1-one.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) AFNA : The NATO Phonetic Alphabet
- (fr) Implij al lizherenneg AFNA e Bro-C'hall (pajennoù 24-32)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The postal history of ICAO
- ↑ (en) How was Nato’s phonetic alphabet chosen?
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) Henry M. Moser (1959) : The Evolution and Rationale of the ICAO Word-Spelling Alphabet